Ha setu ! Ar c'hwec'hvet niverenn dija evit " Ar maen-lemmañ ". Piv en dije soñjet, en diskar amzer tremenet, e vefe bet embannet ken ingal-se ? N'hon doa ket kalz a fiziañs, dre ma oa chomet bout embannadur " Ar Falz " abaoe ur pennad, ha n'eus den ebet prest da adkregiñ gant al labour, war ar seblant, evit lakaat un niverenn nevez deus " Ar Falz " da zont er maez.
Setu, daoust hag-eñ eo gwelloc'h kaout ur gazetennig verr embannet bep miz, pe ur gazetenn un tammig tevoc'h, embannet bep trimiziad pe bep c'hwec'hmiziad ? Un dra a zo sur, bepred : ret eo kaout ur gelaouenn bennak da ginnig da dud an diavaez, evit diskleriañ mennozioù hag abegoù Emsav Ar Falz war dachennoù ar sevenadur, an deskadurezh hag ar bolitikerezh. Hag anat deoc'h, " Ar maen-lemmañ " n'eo ket ur gelaouenn hag a zo distamanted da dud an diavaez, hag ar gelaouenn " Skol Vreizh " n'eo ket bet graet evit diskleriañ mennozioù hon Emsav ha rentañ kont deus ar pezh a reomp war an dachenn.
Tu `vefe, eveljust, d'ober un niverenn klok deus " Ar Falz " gant an holl pennadoù a zo bet embannet war ar peder folenn baper emaoc'h o lenn, met ar gelaouenn-mañ a zo bet savet evit klask sevel darempredoù ingaloc'h etre izili Emsav Ar Falz ha n'o deus ket tu d'en em welet gwall alies a-hed ar bloaz, en diavaez deus ar stajoù hag an emvodoù (ral a wech !).
Ha ne vo ket savet darempredoù etre an izili ma vez atao ar memes tud o skrivañ pennadoù er " maen-lemmañ ". Setu, m'ho peus keloù da gas deomp diwar-benn tra pe dra, diwar-benn an darvoudoù emgavet en hor bro, war dachenn ar sevenadur mez ivez er vuhez pemdez (politikerezh, ekonomiezh, endro), arabat kaout aon da gas deomp ur pennadig bihan pe un diell, pe skrivit ar pezh a soñjit diwar-benn an dra-se. Ha m'ho peus marvailhoù, farsadennoù ha kanaouennoù da bartajiñ ganeomp, nompas kaout diegi ! Ma n'eus ket ken met daou pe dri a dud o skrivañ er gazetenn-mañ, n'eus ket un eskemm gwirion etre an izili. N'eus ken met daou pe dri gozh randon o kontañ ar memes kozh koñchoù dalc'hmat... Veig
Ma, 'bep seurt traou 'vez gwelet ha klevet hiziv an deiz. Prenet am eus niverenn miz C'hwevrer "Bretons d'Ailleurs, kelaouenn an divroidi, hervez ar pezh a zo skrivet war ar golo. N'eus ket kalz a dra a-bouez e-barzh : un nebeudig pajennoù divlaz diwar-benn Bro-Iwerzhon (unan anezho skrivet gant Jean Markale), un destenn diwar-benn ar Johnnied, ur pennad all c'hoazh, pe zaou, diwar-benn "Europa ar Rannvroioù" hag an deskadurezh e Breizh, ha lâret emañ skolidi ar vro 'touez ar re barekañ a zo e Bro C'hall, hag all, hag all, an traou randon kustum, kwa !
Ha koulskoude... War ar bajenn gentañ, petra 'weler ? Poltred Patrick Le Lay, rener TF1 milliget. Ya, ya, an hini en deus kudennoù gant ar barnerien er mareoù-mañ.
Petra 'lâr hemañ ? Ya, 'veljust, e dad 'oa deus Plogastel Sant Jermen (Sah ! Ur bigouter ! Un all ouzhpenn, fiteye... ), eñ 'neus un ti ba'r vro, setu eo stag ivez tamm pe damm deus Breizh, kwa !
Ha deus petra 'zo kaoz gantan ? Deus an tele, 'veljust. (Che, blamm' be'a mont da c'houlenn un dra-bennag digant hennezh en di-all ?). Ha deus an tele e brezhoneg ivez, mar plij ! "Vous ne trouverez pas plus fervent défenseur que moi sur ce sujet", a lâr eñ. Hag e kinnig un doare raktres evit sevel ur chadenn en ur yezh rannvroadel -- rak an aotrou a gomz ivez diwar-benn kudennoù an euskareg, ar c'hatalaneg, ar c'horseg...
Da gentañ, emezañ, eo ret treiñ abadennoù a zo diouto dija e yezhoù all, ha reiñ a ra skouer "Planète" hag "Eurosport" e-keñver an dra-se. Achuiñ a ra ar pennad en ur lâret `zo e Breizh kalzig awalc'h a dud stummet evit labourat war danvez ar "c'hommunikasion", pe ar "c'homm", 'giz ma vez lâret gant an dud "in".
Pa soñjer un tammig, ez eus moien da dennañ daou dra deus an istor-se :
Met, a-raok lakaat en ho flas ar chadennoù brezhoneg-se, a-raok gallout lâret : " Stourmet hon eus sof-kont, 'met 'benn ar fin omp deut a-benn da gaout un tele kenkoulz hag hini ar C'hallaoued, gant kement a goniri, a vruderezh hag a reorioù noazh... " ...A-raok gwelet hon gellañ huñvreoù diwar-benn an tele o tont da vezañ hon buhez pemdez... kamaraded... KAMARADED ! Galv a ran ac'hanoc'h evit ar Stourm Diwezhañ. Hon kenvroad, Patrig Al Lae, a zo bet bac'het gant justiz Bro-C'hall, sañset evit bezañ laeret arc'hant gant Bouygues. Ar wirionez, kamaraded, a zo kement-mañ : jakobined Pariz o deus bet aon en em lakfe Patrig Al Lae da skoazellañ ac'hanomp war dachenn an divyezhegezh, ha sikour ivez tud Euskadi ha Korsika en o stourm ! Ya, kamaraded ! Deomp da zieubiñ Patrig Al Lae, gwir stourmer ha prizoniad politikel ! Deomp betek Paris da zieubiñ anezhañ ; skarzhomp Chichi, hag anvomp Al Lae da Brezidant en e blas ! Gant Jean-Marc Morandini evel Ministr ar Sevenadur ha Bouygues 'vel Ministr an Ekonomiezh, al Labouriou hag al Laeroñsi, ez ay kalz gwelloc'h an traou er vro !
Bon, n'eo ket tout, arri poent din mont da c'horo ar saout.
Veig
AR GALLEG O KILA
Ar sizhun tremenet `m eus lennet war ur gasetenn, e vez komzet nebeutoc'h a c'halleg e beb lerc'h er bed : en Afrik, en Amerik pe en Asi ha memes en Europ. Er reter dreistoll e vez " aloubet " an dachenn-se gant an Alamaned. En Amerik ema ar saosneg, med iwe ar spagnoled o kreskiñ. En Afrik pe en Asi ema an dud o komz adarre o yezh orin hag e lesont da gouezañ yezh an imperialisted eus an Europ. Ouzhpenn-se ez eus neubeud-oc'h-nebeud a vugale o vont d'ar skol (er Senegal da skwer 60 % aneho nemedkén).
200 VLOAZ WAR-LERC'H !
Abaoe 200 vloaz ema Bro-C'hall, evel stadoù impalaerel all, o klask aloubiñ ar bed mod pe vod. Kavet o doa ar Fransisien ar mennoz dreist :
Ar frankis n'eo ket bet roet d'ar pobloù-se, med red eo bet deho en em ganañ ewid gounid anehi. `Benn ar fin o deus bed ur sort frankis war an dachenn politikel -sañset- , med pas war an dachenn ekonomikel. Poues ekonomikel ar vro-benn a oa re greñv ewid ma vije bet gouest ar broioù-se d'en em dennañ o-hunan heb sikour Bro-C'hall. Hiziw an deiz eo deuet an Afrik endro en ur stud truezus awalc'h.
ARTIKL 2 AL LESENN DIASEZ
Deuomp en-dro war stad ar galleg pemp bloaz war-lerc'h m'eo bet votet gant kasi an oll deputeed eus Breizh -memes ar re pe an heni a zo bremañ o huchal- an amantamant ewid stourm -sañset- a-eneb lanwad ar saosneg war Vro-C'hall ! E pessort stad ema an traoù ? Fall awalc'h ewid ar galleg evel m'hon eus gwelet er penn kentañ, med e Bro-C'hall ivez e vez mui-oc'h-mui a dud na ouzont na lenn na skriv ar galleg en ur mod deread. Da lavared eo n'eo ket bet gwall efedus lesenn " ar galleg yezh nemeti ar republik " ! Diouzh un tu e vez votet sortoù lesennoù-se a-unvouezh -e galleg mar plij ! - a-eneb ar saosneg, an enebour a-viskoaz, med dreistoll a-eneb ar yezhoù minorelezet all hag a zo o vewañ, pe kentoc'h o peusvewañ en heksagon.
Lakaet eo bet ur " quota " kanouennoù e galleg war ar radio -memes epad an abadenn e brezhoneg war RBI !- ha `benn ar fin e vez tiset ar pal kontrel. Da skwer e vez ar saosneg ar yezh nemeti -tost- kelennet e-barzh skolioù kentañ-derez publik Breizh. E departamant Penn-ar-Bed e vez lakaet 99,65 eus ar skolidi-se da zeskiñ un tamm saosneg, 0,35 % an alamaneg. Setu toud : ar yezhoù-all ne vezont ket kelennet. Eurüsamant ez eus muioc'h a startijenn gant ar brezhoneg er skolioù diwyezheg !
PLOJ KOF AR GALLEG
Daoust hag-eñv e vo saveteet ar galleg er mod-se ? Daoust hag-eñv ne vefe ket gwelloc'h kelenn ar yezhoù bihan all e-kichen ar galleg : ar yezhoù-mamm pe re ar mammoù-gozh, pe yezhoù hag a zo war ar memes pasenn hag ar galleg en Europ : an italianeg, an alamaneg, ar spagnoleg, ar c'hembraeg ... hag me oar me, ewid lakaad war-sav un Europ unanet med disheñvel : Europ ar rannvroioù pe ar pobloù ha nompas Europ ar stadoù kozh ?
NERZH AR BREZHONEG
Setu c'hwitet ar pal bras : harzañ lanwad ar saosneg war ar vro. Med ar Jakobined, hag a zo e penn ar stad, ne gomprenont ket an traoù ken buan se ! Setu lesomp aneho da gouezañ donnoc'h c'hoazh e fank an deñvalijenn !
N'o deus ket komprenet ez eus startijenn gant ur yezh pe n'eus ket. Hiziw-an-deiz ez eus muioc'h a nerzh gant ar brezhoneg eged gant ar galleg.
Abalamour da petra ? Chom a ra ar galleg troet warnañ e-hunan, o vevañ, o peusvewañ kentoc'h, en ul lec'h klos heb mont war-raog. E-gis-se e vez lodennet ar " Sesared " e keñver ar musik, an teatr, ar filmoù, an tele etre ar re hag a lak ar C'halloued da vezañ stag pe kentoc'h staget douzh o yezh, dre ar mediaoù. Lodennet e vez an andouilhennoù etre mewelien ar yezh hag ar stad, en ur mikrokosmos offissiel. Arabad ober ar memes tra e Breizh gant " kollier an Erminig, yalc'hadoù Skol-Uhel ar Vro ... " Furroc'h e vefe !
UR SEVENADUR OFISSIEL
Setu sifroù bet roet deomp da geñver an emvod a zo bet dalc'het e Lannuon e mis Kerzu 96 diwarbenn ar " mediaoù e Breizh " :
Daoust hag-eñv eo kement-mañ an ingalded bet prezeget abaoe 200 vloaz eus kador-sarmon ar Republik ?
Skwerioù all :
Bez ez eus 6 embanner hag a zo " koumanantet " d'an arc'hant a zeu eus ar CNL (eus hon talioù deomp !) : PUF, Seuil, Gallimard, Flammarion, Fayard hag Hachette.
UR REPUBLIK DISRANNABL
Dre an oll skwerioù-mañ e vez gwelet sklaer ez eus ur sevenadur stad, skoazellet gant arc'hant hon talioù deomp-ni, anwet sevenadur ar Republik, peogwir eo ar republik-se evel ar stad, unan ha disrannabl, evel heni ur vroad.
Setu ne c'haller ket mont a-eneb ur sort " postulat ", ne c'haller ket cheñch un dra bennag er sistem dibasseet ha warlerc'hiet-se, 200 vloaz goude he c'hrouidigezh.
Penaos ober ? Ober un dispac'h nevez ?
Peogwir eo bet kemmesket ar republik (res publica) gant ar stad jakobin. Klask cheñch an traoù a sinifi bremañ bezañ enebour d'ar vroad, d'ar vro, da Vro-C'hall, da stad c'hall, da lavared eo bezañ enebour d'ar Republik, bezañ disrannour pe otonomist. Red eo deomp chom e-barzh ar vag beteg ma vo gwraet peñse ganti ! Siwazh !
REPUBLIK HA DEMOKRATELEZH
Petra eo ar republik e gwirionez ?
Hervez geriadur Meyer (1985) eo " stumm ur stad, e-lec'h n'ema ar galloud etre daouarn ar bobl (demokratelezh) pe ul lodenn anehi (aristokratelezh, oligarkiezh) ewid ur mare. Bez ez eus ur republik diasezet war ur parlamant, med iwe ur republik rennet gant ur presidant "
Petra eo an demokratelezh ?
Un diforc'h a-boues ez eus etre an demokratelezh herwez ar Jakobined war un tu : " ingalded sokial ar sitoianed ha perzh ar re-mañ en divisoù ", hag an demokratelezh herwez ar Frankisourien (Liberaled) war an tu all. Ewid ar re-mañ ez eus pennreolennoù all er Republik evel : " ur stad dre-wir, ur sistem dileuriañ gwirion, gwirioù-diasez mab-den, douj ar minorelezhioù, lodennerezh ar galloud ". E Bro-C'hall ema Yann pell diouzh e gaseg !
Er vro-mañ e vez rennet ar republik gant ur strollad pe strolladoù Jakobined -eus an tu dehou med iwe eus an tu kleiz- hag o deus lakaet o c'hrabanoù war an demokratelezh. N'eus ket diouer a skwerioù.
Gwellet e vez bremañ e Vitrolles, Toulon, Marignane. Hag a-eneb an Talbenn-se en em laka war-sav un talbenn all anwet " republikan " hag en deus ar memes mod da labourad. N'eo ket savet an eil talbenn-se ewid saveteiñ an demokralezh med ar republik ! Republik un oligarkiezh.
Pa oa bet bodet an talbenn republikan-se penn kentañ mis C'hwevrer 1997 ewid skoazellañ an dañvez-kannad sokialour e Vitrolles, en doa lavaret Lionel Jospin, sekretour-meur ar strollad sokialour, e vez ataw kroget gant ar faskourien da lakaad o c'hrabanoù war ar sevenadur, ar pezh a vez gwelet sklaer e komunioù renet gant an FN (e Châteauvallon da skwer).
Med petra an diaoul a vez gwraet beteghenn gant ar bolitikerien all e Bro-C'hall ? Bez ez eus ur sevenadur stad offissiel. En oll levraouegoù Bro-C'hall e vez red kaoud ar memes levrioù, e galleg mar plij ! Ne vez ket rediet a-wechoù en ur stumm kreñv, med dre ar mediaoù, dre ar stummadur, dre un ideologiezh hag a lak ar galleg da vezañ yezh an digor-spered. Gwelet e vez kement-mañ, pa vez gwelet, pegen diaes eo kaoud levrioù e brezhoneg pe memes levrioù o tenn da zanvez Breizh e levraouegoù pe e CDI ed ar skolioù e Breizh.
MINISTREREZH AR SEVENADUR
E Bro-C'hall ez eus bremañ ur " ministrerezh ar sevenadur hag ar galleg-al (frankofoni) " ewid lakaad war-sav ur sevenadur offissiel. Epad an Trede Reich en Alamagn e oa ur sort ministrerezh tost da heni ar c'helaouiñ -anwet heni ar propagand gant stadoù all hag a oa demokrateloc'h-. Gant ar ministrerezh-se e veze gwraet an diforc'h etre ar sevenadur " mad " hag an heni " fall " anwet " skoanet ". Gant ar ministrerezh-se e oa bet aoset an tantadoù bras e mis Mae 1933 ewid distruj al levrioù gant mennozioù " dañjerus " ewid ar bobl alaman.
E Bro-C'hall e vez iwe peurgompeset hent an " Talbenn broadel " gant lesennoù hag a glask kanmeuliñ broadelouriezh Bro-C'hall a-eneb an Europ da skwer. - Arabad d'ar re o deus digoret dorioù ar c'hraou deñved huchal warlerc'h ar bleiz pa vez re ziwezad !
E broioù demokratel `zo en Europ e vez digreisennet, en un doare gwirion, politikerezh ar sevenadur hag an diskadurezh evel e Bro-Alamagn, Breizh-Veur, e Bro-Veljik ...
Kement-mañ n'eo ket bet gwraet c'hoazh e Bro-C'hall hag e vo diaes da ober, abalamour d'al lesenn-diasez ha dreistoll d'an eil artikl bet reizhet n'eus ket pell `zo, ewid plijoud d'ar Jakobined : Chevènement, Pasqua ... ha konsorted hag iwe da re eus an " Talbenn " hag a zo o c'hortos o eur hag o deus kavet dija o eurvad.
Gant doktrin pe ideologiezh ar Jakobined emaomp o vont war-eeun en un hent-dall, dall evel ar bolitikourion na welont ket ar pezh ar raont hag e lesont e gwirionez ar plas d'an heni hag a zo o tont ha n'eo ket nemed hanter-zall !
DEMOKRATELEZH AR STAD
Poent eo d'ar re a zo ewid sevel un demokratelezh gwirion, en em vodañ hag iwe lakaad an dud tro-dro deho d'en em soñjal diwarbenn veto ar " C'husul Stad " a-eneb " Karta european ar yezhoù nebeutoc'h komzet ". Ur skwer vad eo, e-touesk reoù all (da skwer lesennoù a-eneb an estrañjourion) o tiskouez penaos ema ar gouarnamant jakobin e Bro-C'hall o prientiñ an dachenn ewid ar faskourien, chovinisted, gouennelourien, broadel-ourien a beb sort.
A-eneb lesenn Debré ez eus bet kalz muioc'h a dud o huchal ewid kaoud ur goustians vad, ar pezh n'o doa ket gwraet pa oa bet kudennoù e Breizh p' o doa sikouret Breizhis repuidi eus Bro-Euskadi.
Diwallit ! Gwaskañ ur sevenadur liessort ha lakaad en e blass unan offissiel gant sikour ar stad, ar mediaoù hag arc'hant an talioù zo ar basenn gentañ war-du hent dall an deñvalijenn. Teuzet eo an tammoù kantolioù koar a chom eus amzer gozh an Dispac'h hag ne weler ket gwall sklaer kén er republik..
Yann Ber
Dans un communiqué du 8.2.97, Unvaniezh ar Gelennerien brezhoneg s'insurge contre la supercherie de Jacques Chirac à Kemper en mai dernier, selon qui " rien ne s'opposait à la signature de la Charte par la France " mais sachant bien que, le moment venu, il lui serait possible de se réfugier derrière une décision du Conseil d'Etat (ce qui fut fait le 6 février) car cette ratification de la Charte Européenne est jugée incompatible avec l'article 2 de la Constitution : " le français est la langue de la République, ... et de laisser aux socialistes le soin d'assumer leur part de responsabilité ". Il restait à faire admettre l'idée que ce refus n'entamerait en rien " les droits des langues et cultures régionales ". Ce rôle revenait au Recteur d'Académie Lostis avec l'appui des services de Didier Eugène dont les articles dans " Ouest-France " interviennent toujours à point nommé pour rabaisser la portée de la Charte Européenne et tourner en dérision les efforts en faveur de la langue bretonne.
La langue bretonne est à nouveau rejetée dans l'illégalité : le message a, au moins, l'avantage d'être clair.
* AF *
Gérard GAUTIER, Conseiller Régional de Bretagne, président du mouvement Blanc c'est exprimé, vient d'écrire au Président de la République en date du 21 février 1997 pour lui indiquer que " les espoirs " qu'il avait " fait naître " à Quimper " sont largement mis à mal par l'avis négatif émis par le Conseil d'Etat ".
Il en appelle à sa " Haute Autorité " pour qu'à l'occasion d'une révision " très urgente " de notre Constitution, l'article 2 de cette dernière soit revu de manière à permettre que " sa volonté " et celle des Bretons et autres Minoritaires de notre Pays puissent être prises en compte, respectées ".
* AF *
Stage intensif de langue bretonne. Tous niveaux - 29-30-31 mars 1997 au Centre Culturel AMZER NEVEZ à PLAVOUR/PLOEMEUR. Voyage à l'île de Groix le dimanche de Pâques - 650 F (tout compris) - Date limite d'inscription : 15 mars auprès de SKOL AN EMZAV - 8 straed Hoche - 35000 ROAZON (Tél : 02.99.63.82.28).
* AF *
Un recueil de poèmes d'Hubert POSTIC intitulé : La lampe terreuse, fragments d'un lieu vient de paraître aux éditions PALUD sous la direction et avec une introduction de Marcel POSTIC, professeur honoraire des Universités de Nantes et Rennes II. Après avoir été comédier, Hubert POSTIC a participé à la création de pièces de Beckett, Adamov, Ionesco avant de devenir bibliothécaire à l'Ecole Normale de Rouen. C'est son deuxième recueil publié sur sept, après Rien que rançons pour une voie (chez Oswald en 1974). Ouvrage consultable au local ou en vente dans toutes les bonnes librairies.
* AF *
E niverenn 201 BRUD NEVEZ Eur micherour nevez gant J.C. Miossec, ur bern pennadoù all hag ur pennad diwarbenn an demokratelezh e kevrenn " Yezh ha yezhoniezh " Skol Uhel ar Vro.
* AF *
A paraître début mars 97 Un siècle de cinéma en Bretagne dans une cassette vidéo de 52 minutes montée par Philippe PICARD et Bertrand TESSON. Peu de choses en breton, mais " Bécassine " n'y échappe pas !
* AF *
L'association RAM'DAM - Kernitra - 56400 PLUNERET récolte de l'argent pour l'achat d'un canot de sauvetage pour Belle-Ile-en-Mer en vendant un CD comprenant paysages sonores, chants de travail et de bistrots, musiques traditionnelles et chants de marins (prix 120 F) dont le titre est Vent de terre.
RIKITA
Savet gant Barz TOULLEFRI